VEF Blog

Titre du blog : Can Mitrofan, el blog de Joan-Daniel Bezsonoff
Auteur : Mitrophane
Date de création : 05-03-2009
 
posté le 28-05-2012 à 10:32:10

Lletra en bretó al ministre

izher kaset da Manuel Valls gant Joan Daniel Bezsonoff Aotrou Ministr, Kemer a ran ar frankiz da skrivañ al lizher-mañ deoc´h evit reiñ ma gourc´hemennoù deoc´h abalamour ma'z oc'h bet anvet d´ur post ken pouezus. Ne gav ket din ez anavfec´h ac´hanon. Gant ho kargoù ne zleit ket kaout kalz amzer da lenn klaz levrioù katalonek. A viskoazh on bet douget deoc´h pa´z eus kalz traoù hag a zo boutin deomp hon-daou. C´hwi zo ganet e Barselona e 1962 ha me e Perpignan e 1963. C´hwi zo maer kêr-Evry ha me ´m boa tremenet ul lodenn vras eus ma bugaleaj e Massy, 17 kilometrad diouzh ho kêr. En tu all d´an istor bihan, on bet plijet bepred gant ho mennozhioù. C'hwi z our sokialour bet dilezet gantañ loaroù kozh ar varksouriezh. N´oc´h ket taget gant an aelouriezh, an dallegezh spered evel kement a gamaraded eus ho strollad. Un den pleustrek oc´h, eoriet er gwirvoud. Padal n´hoc´h eus ket dilezet uhelvennadoù ho yaouankiz nag ar youl da wellaat ar gevredigezh, da lakaat anezhi da vezañ reishoc´h. Evel an holl Frañsizien oc´h bet azezet war bankoù skol ar Republik hag he deus roet deomp un deskadurezh solut hag ur stummadur sevenadurel priziet ganeomp. Trist eo kalz eus keodedourien Frañs avat rak ar Republik ne ro ket tu dezhe da ren ur vuhez seder. Displegañ a ran, Aotrou Ministr. Plijout a ra ar galleg kalz din ha laouen on o vezañ gouest da gompren holl arlivioù kanaouennoù Jacques Brel ha Georges Brassens, da c´hallout lenn war-eeun Marcel Proust, Balzac pe Flaubert, da anavout holl filmoù Louis Jouvet pe Jean Gabin. Plijet e vije bet avat m´he dije ar Frañs zous karet he c´hoarezed bihan katalonek, okitanek, euskarek, korsek, arpitanek, brezhonek, flandrezek, elzasek. N´emaomp ket en XIX vet kantved ken. War sevel Europa emaomp. Diskaret eo bet an harzoù ha poent e vefe marteze d´ar republic chom hep en em santout gourdrouzet hag anavout he finvidigezh yezhel. Aotrou Ministr, c'hwi hag a zo Katalonad, ha fellout a ra deoc´h e varfe da viken war douaroù ar Frañs ar yezh a gomzit gant ho mamm? Hep ar c´hataloneg, an okitaneg hag o holl c´hoarezed e vije ar Frañs ur vered yezhoù, kañvaouus, disec´het , trist evel un hañv hep heol hag ur vuhez hep karantez. b>Joan Daniel Bezsonoff,skrivagner katalanek Troet e brezhoneg gant Gwenael Emelyanoff

Source : http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=26114
Copyright © agencebretagnepresse.com

Traducció al bretó de la meua lletra a Manuel Valls per

 Lizher kaset da Manuel Valls gant Joan Daniel Bezsonoff  per Gwenael Emelyanoff

Aotrou Ministr,

Kemer a ran ar frankiz da skrivañ al lizher-mañ deoc´h evit reiñ ma gourc´hemennoù deoc´h abalamour ma'z oc'h bet anvet d´ur post ken pouezus. Ne gav ket din ez anavfec´h ac´hanon. Gant ho kargoù ne zleit ket kaout kalz amzer da lenn klaz levrioù katalonek.

A viskoazh on bet douget deoc´h pa´z eus kalz traoù hag a zo boutin deomp hon-daou. C´hwi zo ganet e Barselona e 1962 ha me e Perpignan e 1963. C´hwi zo maer kêr-Evry ha me ´m boa tremenet ul lodenn vras eus ma bugaleaj e Massy, 17 kilometrad diouzh ho kêr.

En tu all d´an istor bihan, on bet plijet bepred gant ho mennozhioù. C'hwi z our sokialour bet dilezet gantañ loaroù kozh ar varksouriezh. N´oc´h ket taget gant an aelouriezh, an dallegezh spered evel kement a gamaraded eus ho strollad. Un den pleustrek oc´h, eoriet er gwirvoud. Padal n´hoc´h eus ket dilezet uhelvennadoù ho yaouankiz nag ar youl da wellaat ar gevredigezh, da lakaat anezhi da vezañ reishoc´h.

Evel an holl Frañsizien oc´h bet azezet war bankoù skol ar Republik hag he deus roet deomp un deskadurezh solut hag ur stummadur sevenadurel priziet ganeomp.

Trist eo kalz eus keodedourien Frañs avat rak ar Republik ne ro ket tu dezhe da ren ur vuhez seder. Displegañ a ran, Aotrou Ministr. Plijout a ra ar galleg kalz din ha laouen on o vezañ gouest da gompren holl arlivioù kanaouennoù Jacques Brel ha Georges Brassens, da c´hallout lenn war-eeun Marcel Proust, Balzac pe Flaubert, da anavout holl filmoù Louis Jouvet pe Jean Gabin.

Plijet e vije bet avat m´he dije ar Frañs zous karet he c´hoarezed bihan katalonek, okitanek, euskarek, korsek, arpitanek, brezhonek, flandrezek, elzasek. N´emaomp ket en XIX vet kantved ken. War sevel Europa emaomp. Diskaret eo bet an harzoù ha poent e vefe marteze d´ar republic chom hep en em santout gourdrouzet hag anavout he finvidigezh yezhel. Aotrou Ministr, c'hwi hag a zo Katalonad, ha fellout a ra deoc´h e varfe da viken war douaroù ar Frañs ar yezh a gomzit gant ho mamm? Hep ar c´hataloneg, an okitaneg hag o holl c´hoarezed e vije ar Frañs ur vered yezhoù, kañvaouus, disec´het , trist evel un hañv hep heol hag ur vuhez hep karantez